Enneg MAC

An enneg MAC pe enneg alvezel (chomlec'h MAC pe alvezel) a zo un enneg war c'hwec'h eizhbit (an enneg IEEE) a ro an tu da hennadiñ ("identification") an trobarzhelloù ha neuze ar c'hartennoù rouedad. Deverket eo bet an tri eizhbit kentañ gant an IEEE da hennadiñ kenderc'herien an dafar (da skouer 00AA00 evit ar c'henderc'her Intel hag 00A024 evit 3COm). Lezet e vez ar c'henderc'her e vez gwerzhet gantañ ar c'hartennoù deverkañ an tri eizhbit diwezhañ evel un enneg unel da bep hini anezhe. An ergrafadur-se a laka pep trobarzhell da gaout diarvar un enneg alvezel unel war bep rouedad.

Evel e c'heller gwelet, Skrivet e vezont e c'hwezekred

Implijet e vez an enneg-se kellies gwech ma vez ur stael (ur post) pe e gartenn rouedad o kaout ar c'hoant d'ec'hodiñ (da skignañ) un irienn war-zu ur gartenn all. Evelkent eo possubl kas un duilh (ur pakad) da lies kartennoù oc'h erlerc'hiañ enneg unel ar c'hasadour ouzh un enneg lieskement (alies un enneg skignañ - FFFFFFFFFFFF - eleze holl bitoù eus ar c'hwec'h eizhbit lakaet da 1).

Enneg IEEE skoueriekaet :

H / S U / L enneg ar c'henderc'her war 22 bit Niv. deverket gant ar c'henderc'her (24 bit)

H (hiniennel) = 0 / S (Strollad) = 1 / U (hollek) = 0 / L (load) = 1


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy